Aber a embann ...
![Karantez digarantez](/sites/default/files/2023-04/skob0590.jpg)
Karantez digarantez, kevellennoù gant Goulc'han Kervella
Kemmus eo ar garantez, bresk, brallus, dipitus, hag a-wechoù don ha padus er c'halonoù feal.
En daouzek kevellenn-mañ, tro-ha-tro kriz, fromus, skrijus, tener, fentus, e tielfenn Goulc'han Kervella amjestregezh an darempredoù denel. Pa c'hortoz unan tizhout an eurvad, setu m'eo bac'het trumm en ur saviad dispi. Pe neuze e tiwan levenez seder, bleunienn sebezus, garedon dic'hortoz ur fealded divrall
Goulc'han Kervella zo liammet e anv da gentañ-holl ouzh Strollad ar Vro Bagan, ar stroll c'hoariva m'eo rener, dremmour, leurenner, animatour dalc'hoù- stummañ c'hoarivael evit bugale hag oadourion ha kaozeadennoù, hep disoñjal an arvestoù meurdezus aozet e-kreiz reier Meneham. Ur skrivagner puilh eo ivez ; ne gonter ket mui niver ar pezhioù-c'hoari, ar romantoù – menegomp Temptadur ar c'hloareg Frañsez pe Disro Jarl eus ar brezel – , hag ivez an dastumadoù kevellennoù hag an troidigezhioù savet gantañ.