Aber a embann ...
Dizoleiñ ar broioù balt, danevell veaj gant Jorj Abherve-Gwegen
Lituania, Latvia, Estonia … teir bro vihan war wrimennoù reterañ kumuniezh Europa …
Hon c’has a ra Jorj Abherve-Gwegen d'e heul eus traonienn an Nemunas, e Lituania, betek al lenn Peipsi en Estonia, damdost d'an harzoù gant Rusia.
Mont a reomp en e ser etrezek aod ar mor baltek, e-lec’h m'emañ porzh Liepaja, a vage darempredoù dre vor gwechall, gant Sant-Maloù ha Rosko.
Ambrouget e vimp gant an oberour e pep hini eus an teir c'hêrbenn valt : Vilnius, intret gant an arz barok ; Riga hag he ziez "arz nevez" ; ha Tallin, gronnet gant ramparzhioù eus ar Grennamzer.
War hon hent e raimp gwelloc'h anaoudegezh gant istor an teir bro hag an hir a stourm difeuls a gasas d'o dizalc'hiezh, tregont vloaz 'zo. Marevezh an "dispac'h war gan" e oa …