Aber a embann ...
Marvailh an Ene Naonek, testenn 1939, pezh c'hoari gant Tangi Malmanche, rakskrid gant Morgan ar Menn
Dibar eo Marvailh an Ene Naonek e-touez oberennoù Tangi Malmanche : ar pezh-c'hoari kentañ en deus savet eo, hag an hini diwezhañ moarvat ivez ; an hini nemetañ a leurennas e-unan ha ma c'hoarias. A-hed tost pergont vloaz eo distro war an oberenn-se, e galleg hag e brezhoneg.
Disheñvel-krenn diouzh maladur 1904 eo hini 1939, ha dibar eo istor an dornskrid : pa grede d'an holl e oa bet kollet da vat, eo bet dizoloet dre zegouezh gant Morgan ar Menn e-touez dielloù Herri Caouissin. Ar mouladur-mañ zo an hini kentañ e stumm ul levr.
Tangi Malmanche (1875-1953) zo unan eus brasañ dramaourion hon lennegezh, ha moarvat an hini orinelañ. Diaraoger da Walarn, emañ e-touez krouerion al lennegezh vrezhon arnevez. Ouzhpenn skrivañ evit ar c'hoariva, a oa evitañ ar genad lennegel diazez, e savas ivez kontadennoù, e galleg ar wech-mañ.