Aber a embann ...
Image
Dezanvadur
Àr an daoulin, gant Yann-Bêr Kalloc'h-Bleimor
Adembannadur skoueriekaet, kinniget ha notennaouet gant Loeiz Moulleg
Korf
Ur barzh gant e berzhioù mat hag e berzhioù fall, ur barzh gant e greñvderioù hag e wanderioù, ur barzh gant e werzennoùigoù yaouankiz hag e bennoberennoù. Hag ur barzh evit Breizh a-bezh, dindan gwiskamant an doare-skrivañ peurunvan.
"Kempennet mat eo bet an adembannadur-mañ gant skipailh Aber. Notennoù a gavo al lenner diwar-benn an oberour, ar barzhonegoù, hag ivez oberennoù chomet diembann; Poent bras e oa e gwirionez reiñ an tu d'ar vrezhonegerien da anavezout (en-dro) unan eus brasañ barzhed hol lennegezh." Gerard Cornillet, ArMen, 2018
ISBN 978-2-916845-43-2
2018
286 p., 14x20, 14 €